Disoc’h prosez stourmerien 44=BZH

UnitaInfurmazione 18 April 2011 Comments Off on Disoc’h prosez stourmerien 44=BZH

D’ar merc’her 13 a viz Ebrel , un ugent den bennak a oa war al lec’h evit harpañ 2 stourmer eus 44=BZH, Josselin Liotard ha Jonathan Guillaume galvet dirak ur justis gall dismegansus e-keñver hor yezh vroadel, ar brezhoneg. N’eo ket dav da addegas d’ho soñj ar c’homzoù dismegansus ha feulz eus prezidant lez-varn galv Roazhon, Pierre Dilange, kement int bet embannet er mediaoù, gant kevredigezhioù ha strolladoù politikel e-leiz. Kiriek eo hierarkiezh prezidant al lez-varn galv da vezañ chomet mut ha difiñv daoust d’an digarezioù ofisiel goulennet. Disoc’h prosez hon daou gamalad, brezhonegerien, pe « baragouinerien » hervez komzoù Ao. Dilange, zo bet roet dec’h neuze:

  • digablus eo Josselin Liotard
  • kondaonet eo bet Jonathan Guillaume da 100€ kastiz.

An daou stourmer, difennet en afer-mañ gant Erwan Lemoigne, o doa nac’het bezañ graet al livajoù war pannelloù Broioù al Liger e Nozieg (Bro Naoned), met lakaet war wel pal politikel seurt oberezhioù hag e dalvoudegezh evit stourm a-enep propaganda goustus Broioù al Liger.

Goude ar « baragouin », al lez-varn he deus kendalc’het war zu komzoù dismegansus rak hervezi e « lu » ar palioù difennet gant 44=BZH hag e oberezh « da c’hoarzhin ».

Degemer a reomp mat e vefe digablus Josselin Liotard met e kondaonomp ar varnadenn eus Jonathan Guillaume.

Ya d’ur justis neptu ha doujus ouzh ar brezhoneg, nann d’ur justis politikel ha jakobin !

Hep kengred, frankiz ebet !

Evit Skoazell Vreizh,

Jerom Bouthier


 

Comments are closed.

error: Content is protected !!